Writing: DIWALLIT SORSEREZ DOMANI PREVEZ. 33. Cumin: Ma, ma, ma! Echu ar vakañsoù. Stagomp gant ur gentel war an drammoù hen hag an aozennoù diazez anezhe.. Mmm...Chaous! N'eus ket ken a boultr dant aerouant. Ne vo ket staget gant ar gentel-mañ hep an aozenn-se.... Writing: Dant Aerouant.
Cumin: Kayen! Tin! Mat e vefe deoc'h mont da gerc'hat din dant aerouant?. Cayenne: Gant ar yenien?! N'in ket 'vat!. Thyme: Yay... Memes tra.... Pepper: Kudenn ebet me zo 'vont!. Cumin: Pepper gortoz!. Pepper: Ne vin ket pell!. "Ar yenien", "ar yenien"! Nag ur vandennad yer beliet!. Un durkez vat, un nebeud gwarezioù ha dimp eo an dent erevent!.
Pepper: Aha! Chaous! Un dister dra luzietoc'h e vo eget na soñje din!. Pfui! ...ha soñjal a rae din e vije aesoc'h gant un aerouant aer!.
Pepper: Carrot!... Deus en-dro... ...Brudet eo aerouant ar geunioù evit bezañ kuñvoc'h koulskoude. N'eo ket me a lâre.... Mmm... Evit an aerouant-kurun... ...n'on ket sur e jaojfe an durkez-mañ..
Pepper: Ok. Re ziaes eo... ... diskregiñ a ran.. Naren! Pepper ne ziskrog morse!. Narrator: An deiz war-lerc'h. Bird: KOTOKOKOOoooog!!!. Cumin: !!.
Pepper: Ha neuze, estlammet, n'oc'h ket? Bez' em eus ur c'hant bennak a zent erevent!. Sound: pop !. Writing: Dentour Erevent. Digoust!. Cumin: ...Arsa Pepper, an dant aerouant... ...zo ur blantenn!. Narrator: - ECHU -. Credits: 01/2016 - Tresadennoù & Senario : David Revoy.
Credits: Pepper&Carrot zo digoust, mammenn-digor, ha sponsoret a-drugarez da vesenerezh al lennerien. Evit ar rann-mañ, trugarez d'an 671 Mesen:. C'hwi ivez, deuit da vezañ mesen Pepper&Carrot evit ar rann a zeu war https://www.patreon.com/davidrevoy. Lañvaz: Creative Commons Attribution 4.0 Mammennoù: e www.peppercarrot.com Meziantoù: treset eo bet ar rann-mañ 100% gant meziantoù frank Krita 2.9.10, Inkscape 0.91 war Linux Mint 17.